Kanomp
uhel !
Setu dek vlez ‘zo ema savet Skol Diwan Pondi. Petra gwell neuze evit sevel ur bladenn evit lidiñ hor blez ? Kar,
genomp-ni, a pa vez joaiusted é vleunviñ pe bourraplted é verviñ en hor c’halonoù ema dre ar c’han eo e strimp er-maez liesañ.
Kanennoù a bep sort a vo kavet a-barzh : lod da selaou, lod arall da zañsal ; lod mod-kozh, kempennet meur a wezh pe
gwisket d’un ton nevez, lod arall c’hoazh savet penn-dre-benn, ton ha son.
Atav, plijadur zo bet é kaniñ uhel er yezh-se a garomp-ni holl kement-ha-kement, plijadur é kaniñ get kalon ha begon.
Dalc’homp neuze da ganiñ uhel tout àr-un-dro !
1. Ar lizherenneg
2. Ar meliner foeñvour
3. Bibu landorlu
4. Unan, daou, tri !
5. Kanomp uhel !
6. Un dro-fest
7. An
Erminig
8. Buhez hon
tud kozh
9. O, ma
mamm-gozh
10. Daomp
dousik
11. Lalla
mam babig
12. Mam
botoù lous
Evit preniñ ar bladenn, monet e darempred get ar skol.
Ce cd n'est plus disponible !